A quoi sert le Tro Menez Are ?
Da betra e servij Tro Menez Are ?

A quoi sert le Tro Menez Are ?
Da betra e servij Tro Menez Are ?

Skol Diwan KommannaL’association Tro Menez Are fut créée en 1989 par les parents d’élèves de l’école Diwan de Commana afin de financer notamment les salaires des personnes non enseignantes et les locaux ainsi que leur entretien.Pour cela, elle organise annuellement une grande journée de randonnées pédestres : le « Tro Menez Are », qui est devenu au fil des années le poumon économique de cette école qui compte aujourd’hui plus de 70 élèves, accueillis de la toute petite section de maternelle au CM2.

 Monts d'Arrée Ainsi, tous les ans, le jeudi de l’Ascension, le Tro Menez Are permet à un large public, des plus jeunes aux plus âgés, des marcheurs occasionnels voire à mobilité réduite aux plus aguerris, de découvrir, en dehors des axes routiers, la beauté, la richesse et la diversité des paysages et du patrimoine culturel des Monts d’Arrée.

Le Tro Menez Are propose ainsi:

  • 7 circuits d’environ 5km (adapté aux poussettes et joëllettes), 10km facile, 10 km moins facile, 15km, 20km, 30km et 40km.
  • Un balisage simple (une couleur par circuit) et une carte du circuit choisi fournie au départ.
  • Une commune d’accueil et un thème associé qui changent tous les ans.
  • Des parcours uniques car de nombreux chemins et parcelles sont privés et prêtés seulement pour la journée.
  • Des points de ravitaillement (eau offerte, vente de boissons chaudes ou froides et de sandwichs) sur tous les circuits.
  • De nombreuses animations (musique, danse, théâtre, marché, visites) au bourg comme sur les sentiers.
  • Un Fest-Noz offert aux marcheurs concluant la journée.

Préparer le Tro Menez Are demande un an de travail à l’association.

Et pour terminer : voici 2 vidéos de découverte du Tro Menez Are tournées respectivement en 2013 à Commana et en 2014 à Pleyber-Christ par Stéphanie PHILIPPE (Bravo et merci à elle !).

Krouet e voe kevredigezh Tro Menez Are e 1989 gant tud bugale Skol Diwan Kommanna, a-benn arc’hantaouiñ o skol..
Evit se e aoz bep bloaz un devezh hir a valeadennoù war-droad : « Tro Menez Are ». E spered an aozerien eo da gentañ tout ur vodadeg-pobl hag ur vodadeg-familh, gwevn a-walc’h he formulenn evit plijout d’ar brasañ niver : tud kozh ha yaouank, baleerien a-wezhiadoù ha tud nammet en o c’herzoud zoken, met baleadennourien ampart ivez .Bep bloaz, da Yaou Bask, e c’heller dizoloiñ gras da Dro Menez Are, pell eus an hentoù bras, pegen brav, pinvidik ha lies eo maeziadoù ha glad sevenadurel Menezioù Are.Evit se he deus pevar ferzh dibar :

  • Heloc’h eo : cheñch a ra bep bloaz ar gumun a zegemer anezhi. Ar valeadennoù kinniget, ar maeziadoù treuzet, ne vezont ket heñvel eus ur bloaz d’egile.
  • Pep troiad a dremen dre hentoù ha parzhioù prevez ne vezont prestet nemet evit an devezh. N’en deus ket e bar an hentad heuliet gant ar baleer, en deus ar chañs da zizoloiñ en doare-se lec’hioù diamen war ar bloaz a-hend-all.
  • Bep bloaz e vez dibabet un tem stag ouzh ar gumun a zegemer Tro Menez Are. Skeudennaouet e vez a-hed an devezh.
  • War an troiadoù e kaver Abadennoù liesseurt (sonerezh, dañs, c’hoariva, marc’had, gweladennoù) ha lec’hioù-pourvezañ (dour profet, evajoù yen ha tomm ha sandwichoù da brenañ).

Bep bloaz e vez kinniget meur a droiad d’ar valeadennourien, hervez o c’hoant hag o barregezh : 7, 10, 15, 20, 30 ha 40 km.

Unan anezho zo aozet a-ratozh evit ar bountelloù pe an dud nammet en o c’herzoud a zle lakaat mirout ur joeledenn en a-raok.
Echuet e vez Tro Menez Are o tañsal en ur Fest-Noz.

Evit aozañ Tro Menez Are e tle ar gevredigezh labourat e-pad bloaz.

Da echuiñ, setu 2 video diwar-benn Tro Menez Are filmet e 2013 e Kommanna hag e 2014 e Pleber-Krist ha sevenet gant Stéphanie PHILIPPE (gourc’hemennoù ha trugarez dezhi !) :



Video réalisée par Stéphanie PHILIPPE à Commana en 2013.


Vidéo réalisée par Stéphanie PHILIPPE à Pleyber-Christ en 2014