2013 : Kommanna

2013 : Kommanna

Télécharger le Dossier de presse (2013) – Pellgargañ an teuliad evit ar c’hazetennoù (2013)
Télécharger les Panneaux de commentaires des circuits – Pellgargañ ar Panelloù leun a didouroù diwar-benn an hentoù

Randonnées autour
de Commana
et de La Foire

Il y avait autrefois
La Foire à Commana
Et maintenant il y a
Et maintenant il y a
La Foire à nouveau

Commana
Le thème de la Foire
La fête

Commana

Pour sa 25e édition, le Tro Menez Are est revenu sur la commune de Commana où il est né, en 1989.
Affiche/Skritell TMA 2013 - David MOREAU

Situé au pied des Monts d’Arrée, au cœur du Parc Naturel Régional d’Armorique, le bourg de Commana bénéficie d’un riche patrimoine tant architectural (enclos paroissial du XVIe siècle avec un clocher culminant à 57m, stèle christianisée, calvaires, fontaines, allée couverte, vestiges de l’activité toilière…) que paysager (ligne des crêtes).

La campagne environnante regorge également de trésors, du patrimoine ou naturel : vieux ponts, menhirs, chapelles, fontaines, kanndis, calvaires, manoirs, moulins, forêt, lac aménagé, ardoisières, sentiers magnifiques…

Troiadoù-bale tro-dro
da Gommanna
ha d’ar Foar

Gwechall e oa
Ar Foar e Kommanna
Ha bremañ ‘zo
Ha bremañ ‘zo
Ar Foar en-dro

Kommanna
Tem ar foar
Ar fest

Kommanna

Evit ar 25vet gwezh ma oa anezhañ e oa Tro Menez Are e Kommanna adarre lec’h ma oa bet ganet e 1989.

Tour iliz Sant Derrien - Kommanna

Lec’hiet eo bourk Kommanna e harz Menezioù Are, e kreizig-kreiz Park an Arvorig. Ur glad pinvidik zo ennañ a-fed tisavouriezh (kloz iliz eus ar XVIvet kantved gant un tour-iliz 57 metrad uhelder dezhañ, maen-sav kristenaet, kalvarioù, feunteunioù, alez toet, traoù chomet war-lerc’h an obererezh war al lien…) kement hag a-fed gweledva (krib ar menezioù).

Ar maezioù tro-dro zo leun a deñzorioù ivez, naturel pe eus ar glad : pontoù kozh, peulioù-maen, feunteunioù, kanndiez, kalvarioù, manerioù, milinoù, koadeier, rouestladeg mein, lenn terket, meinglazegoù, gwenodennoù brav-meurbet……

Commana - Divers

Le thème de la Foire

Ar foar mod-kozh e 2012
La foire à l’ancienne en 2012

L’origine des foires à bestiaux à Commana remonte aux environs du XVIIIe siècle. Elles avaient lieu tous les derniers mardis de chaque mois. La plus importante étant celle de septembre : la « Foire Saint-Michel ».

Pendant la 2e moitié du XIXe siècle et les premières décennies du XXe, la foire à bestiaux de Commana était, avec celles de Landivisiau et de La Martyre, l’une des 3 plus importantes de la région.

Jusqu’en 1906-1908, on y vendait surtout des porcs, des moutons et des bovins. Puis les chevaux prirent leur place.

Les Foires continuèrent malgré la 2e Guerre Mondiale et les réquisitions des chevaux : il y en avait simplement beaucoup moins à vendre et ils étaient beaucoup plus chers. Elle retrouva son succès dès la fin des hostilités : les acheteurs venaient alors de toute la France, voire même d’Espagne.

Mais elle ne survécut pas à la mécanisation : c’est en 1968 qu’eut lieu la dernière foire, les chevaux se faisant de plus en plus rares dans les exploitations agricoles.

Ouest-France - Renaissance de la foire de Commana
Article Ouest France du 09/10/2009 sur la renaissance de la Foire de Commana avec la 1e «Foire À L’Ancienne»

Depuis 1989, une nouvelle foire, La Foire À L’Ancienne, est organisée à Commana chaque année, en septembre comme son ancêtre de la Saint-Michel, dans un but d’animation de la commune. Elle rassemble des éleveurs de nombreux animaux de races variées (chevaux bien sûr, mais aussi volailles, caprins, lapins…), mais également des artisans, et accueille un marché et un vide-grenier.

Sources : Site de La Foire À l’Ancienne de Commana, Wikipedia.

La fête

8000 randonneurs nous ont rejoints à Commana en ce jeudi de l’Ascension 2013, et probablement pas loin de 10000 personnes ont profité des animations du bourg.

Voici un gros album avec un peu de tout ce qui a fait cette journée : les inscriptions, des sentiers aux heures de calme et aux heures de pointe, des paysages somptueux, les animations sur les sentiers et au bourg, le retour marcheurs… ainsi que quelques videos tournées pour l’occasion.

Tem ar foar

Tro an XVIIIvet kantved e oa bet ar foarioù-loened kentañ e Kommanna. Meurzh diwezhañ bep miz e vezent. An hini vrasañ a veze hini miz Gwengolo, « Foer gouel Mikêl ».

E-pad eil hanterenn an XIXvet kantved ha dekvloazioù kentañ an XX vet kantved e oa foar-loened Kommanna, gant re Landivizio hag Ar Merzer, unan eus an teir vrasañ er c’horn-bro.

Foire à l'Ancienne 2012
Ar foar mod-kozh e 2012

Betek penn kentañ an XXvet kantved e veze gwerzhet enni moc’h, deñved ha bioù dreist-holl. Met muioc’h a gezeg a voe war-lerc’h, en abeg ma veze desavet ur mor anezho tro-dro da Gommanna.

Kenderc’hel a reas ar foarioù daoust da enkadenn ar bloavezhioù tregont, d’an eil brezel-bed ha d’ar rekizadurioù kezeg : nebeutoc’h anezho a oa da werzhañ, ha kalz keroc’h, netra ken. Kerkent ha fin ar brezel e rejont berz bras ar foarioù adarre : ar brenerien a zeue eus ar Frañs a-bezh, hag eus broioù all zoken.

Pa ne veze ket kuitaet ar foar war o zreid gant ar c’hezeg, e loc’hent eus Kommanna dre an tren-patatez pe, diwezhatoc’h, dre girri-samm a gasae anezho da diez-gar Landivizio pe Sant Tegoneg…

An ardivinkaat eo a lazhas ar foarioù avat : e 1968 e voe an hini ziwezhañ, o vezañ ma oa rouesoc’h-rouesañ ar c’hezeg er stalioù labour-douar.

Abaoe 1989 e vez aozet ur foar nevez bep bloaz, Ar foar mod-kozh. Graet e vez e miz Gwengolo, evel he hendad eus Gouel Mikêl, a-benn lakaat buhez er gumun. Bodet e vez ganti saverien eus a bep seurt loened (kezeg, evel-just, met ivez evned-porzh, givri, pennoù-saout, lapined…). Artizaned, ur marc’had hag ur foar al laoù a zo ouzhpenn.

Ar foar mod-kozh kement ha Tro Menez Are a vo aozet ar bloaz-mañ evit ar 25vet gwezh, ar pezh a vo diskouezet e-kerzh an troiadoù-bale hag er profoù graet d’ar valeerien : ar skritell, evel just, met ivez kartennoù-post savet diwar fotoioù kozh eus foar Gommanna, pe un DVD e galleg hag e brezhoneg diwar-benn istor ar foar hag a vo roet kalz a bouez ennañ da draoù lavaret gant tud a oa bet enni, pe e vijent eus Kommanna pe get….

Sources : Lec’hienn foar mod-kozh Kommanna & Wikipedia

Ar fest

8000 baleer o deus kemeret perzh e Tro Menez Are.


Video réalisée par Stéphanie Philippe / Sevenet gant Stéphanie Philippe.


Voir l’article associé sur le site de l’ABP – Gwelout ar pennad-skrid az a gant ar video war lec’hienn ABP.


Source : Blog Patrig Kemener.

Un grand merci à leurs auteurs ! Trugarekaat a reomp ar re o deus graet anezho !